Levrig e brezhoneg | Disoloit ar poulloù-dour e-pad ar goañv
Ul levrig dedennus evit an holl frioù-kurius : disoloit ar poulloù-dour e-pad ar goañv ! Un nouveau numéro de Flak en breton pour découvrir la mare en hiver.
Evit an holl frioù-kurius sot gant an natur e kinnig Dour ha Stêrioù Breizh levrigoù dedennus gant traoù d’ober ha c’hoarioù evit deskiñ gant plijadur. Evit an eil niverenn e brezhoneg e kinnigomp deoc'h disoleiñ ar poulloù-dour e-pad ar goañv.
Lak da heuzoù ha deus da sellet a-dost ur poull
Ar goañv ! Ar mare m’eo moredet pep tra, p’eo kouezhet an delioù diwar ar gwez, p’eo aet loened zo da c’hoañviñ, e-keit m’eo aet lod all d’ar broioù tomm. Sellomp a-dost pezh a c'hoarvez e-tal ar poull, neuze. Lak da heuzoù, ha deus da sellet a-dost ar poull tostañ eus ar gêr. Ha war an dro e c’helli ober ar c’hoarioù a ginnigomp dit en niverenn-mañ.
Amañ e c'helles lenn war da urzhiater
Amañ e c'helles pellkargañ Flak war ar prim
Hag amañ e vo kavet ganit an niverenn war ar raned !
Ha c'hoant ho peus treiñ "Flak" e brezhoneg ?
Klask a reomp war lec'h tud a youl-vat evit treiñ niverennoù Flak e brezhoneg.
Ma z'oc'h dedennet gant al levrioù pedagogel, ma z'oc'h kelenner.ez gant ur c'hlas mennet da dreiñ, m'ho peus amzer : deuit e darempred ganeomp : Pauline Kerscaven, 07 82 20 60 30, pauline.kerscaven@eau-et-rivieres.org